br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Auto-érotisme.Autoerotismus.auto-erotism.aotoerotegezh, enerotegezh.

A) En ur ster ledan, doare ur real revel ma tiraezer boziañ diwar-bouez ar c’horf an-unan, hep ergerc’henn diavaez. Gant ar ster-mañ, a zo tost da vat an hini a intente krouer an termen, Havelock Ellis, e klot strishoc’h ar furm emerotegezh. Ar boloiñ, da skouer, zo ur real emerotek.

B) Arbennikoc’h, doare ur real revel maban ma kav boz war al lec’h ul luzad darnel liammet ouzh arc’hwelerezh un organ pe ouzh broudadur un tachad erogen, eleze 1° hep mont d’un ergerc’henn diavaez ; 2° hep dave d’ul lun-korf unvan, d’un divrazadur kentañ eus ar me evel ma vez en narkisegezh. Ouzh ar c’hemeradur-mañ e tere ar furm enerotegezh.

En Tri arnodskrid war arlakadenn ar revelezh (Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie, 1905), ez adkemer Freud an termen kentradet gant H. Ellis, o strishaat e sterva : en aotoerotegezh “ned eo ket durc’haet al luzad etrezek personoù all ; e voz a gav war ar c’horf e-unan” ; “e steuz ergerc’henn al luzad e gounid an organ a zo an andon anezhañ hag ez a d’ober unan gantañ”.

Liammet eo arlakadenn an enerotegezh ouzh dodiñ-diazez an Tri arnodskrid, a zo deberzhegezh ergerc’henn al luzad revel. Diskouez penaos, e derou ar vuhez revel, e c’hell ar boziañ bezañ diraezet hep mont d’un ergerc’henn zo kement ha diskouez n’eus hent rakfurmet ebet o tegas ar gouzrec’h d’un ergerc’henn resis. Merkomp ne empleg ket dre ret an arlakadenn-se ur stad kezivik anergerc’hennek. Ar chugelliñ a ra Freud anezhañ patrom an enerotegezh, a zeu e gwir da c’houde ul lankad kentañ ma vez boziet al luzad revel e gouskor al luzad-emgemmirout (an naon) ha bennozh d’un ergerc’henn : bronn ar vamm. O tispartiañ diouzh an naon, e koll al luzad revel genaouel e ergerc’henn ha dre se ez a enerotek. Mar galler lavarout enta ez eo diergerc’henn an enerotegezh, n’eo ket peogwir e tiwanfe a-raok pep darempred ouzh ergerc’henn, na zoken peogwir e paouezfe pep durc’hadur d’un ergerc’henn d’an ampoent ma tiwan, hogen hepken peogwir en em gav faoutet mod naturel an diraez ergerc’henn : dispartiañ a ra al luzad revel diouzh an arc’hwelioù anrevel (an emvagañ da skouer) ma edo gouskoret hag a erverke dezhañ e bal hag e ergerc’henn.

Orin an enerotegezh a ve enta ar prantad-se, bepred aznevezet kentoc’h eget amzeriadet resis en ur prantad eus an emdroadur, ma tispeg ar revelezh diouzh an ergerc’henn naturel, ma en em gav taolet d’an eriunellañ ha dre se ma en em savel evel revelezh.

A-du-rall, gant keal an enerotegezh ez eus lakaet e penn-kont diwar an derou ur stern-daveiñ disheñvel diouzh hini an darempred ouzh ergerc’henn : daveiñ a ra d’ur stad eus ar bevedeg ma vez boziet al luzadoù pep hini en e bart hep urzhiatadur bloc’hel. Ken abred hag an Tri arnodskrid e termen Freud an enerotegezh evel oberiezh ar “c’hedrannoù darnel” diseurt, ouzh he intent evel ur broud revel diwanet ha gwalc’het war al lec’h e par pep tachad erogen distag (bliz organ). Moarvat, he deus an oberiezh enerotek ezhomm eus ar stekiñ gant ul lodenn all eus ar c’horf (sunañ ar meud, boloiñ, h.a.), padal, ar patrom-skouer eo an div weuz o pokat an eil d’eben.

Dont a ra keal an narkisegezh da sklaeriañ goude taol keal an enerotegezh : en narkisegezh, ar me eo, evel lun-korf unvan, a zo ergerc’henn al libido narkisek ha, dre gevenebiezh, e termener an enerotegezh evel ar bazenn anurzhiek e diagent seurt kendurc’hadur eus al luzadoù darnel etrezek un ergerc’henn voutin : “Ret eo degemerout ne vez ket adalek an derou, en hinienn, un unanded heñvel ouzh ar me ; ar me a rank bezañ diorreet. Nemet ez eus eus al luzadoù enerotek adal ar penn-kentañ ; hag e rank enta un dra bennak, un oberiezh vred nevez dont ouzhpenn an enerotegezh evit amparañ an narkisegezh” (Zur Einführung des Narzissmus, 1914). Meur a wech e tistro Freud war ar mennoz-se : en tremen eus an enerotegezh d’an narkisegezh, “al luzadoù revel, digenvez betek neuze, zo dastumet pelloc’h d’ober un unanded, ha war un dro o deus kavet un ergerc’henn” (Totem und Tabu, 1912). An ergerc’henn-se eo ar me. Diwezhatoc’h koulskoude e tilezo Freud an diforc’hadur pa zegemero bezañs ur stad a “narkisegezh kentael” diwar an derou, diwar ar groueell zoken.

En dibenn e kemeras Freud ur savlec’h arlivekoc’h : an enerotegezh zo bepred ur bazenn en ur c’henheuilh amzerel, ned eo ket tra un oberiezh luzadel dibarek (genaouel, fraezhel, h.a.), hogen bezant eo e pep hini eus an oberiezhoù-se war un dro evel pazenn-derou ha, diwezhatoc’h, evel kedrann : ar bliz organ.