br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Attention (également) flottante.gleichschwebende Aufmerksamkeit.(evenly) suspended attention, (evenly) poised attention.evezh war vordo (plaen).

Doare ma tle an elfenner selaou ouzh an elfennadour : ne zle a priori brientekaat elfenn ebet eus prezeg ar gouziviad, pezh a empleg e lez e oberiezh diemouez e-unan da vont en-dro ar frankañ gwellañ, oc’h astalañ al luskedoù o ren boas war an evezh. Emañ seurt reolenn galvezel a-geñver gant reolenn ar frankstrollata erbedet d’an elfennadour. “Ar mezeg a rank bezañ e tro da zieulañ kement a glev war-benn dizoleiñ ennañ pezh a zo kuzh en diemouez, ha se hep erlec’hiañ e garez dezhañ ouzh an dibab dioueret gant ar gouziviad.”

Gouez da Freud, e ro ar reolenn-mañ d’an elfenner an dro da zizoleiñ ar stagoù diemouez e-barzh prezeg ar gouziviad. Bennozh dezhi e c’hell derc’hel koun eus ur vostad elfennoù dister evit ur gwel na zeuy a-wel o zalvoudegezh nemet da c’houde.

Evit Freud, ar pal da dizhout e ve ar c’hehentiñ a ziemouez da ziemouez — pezh a rae Theodor Reik anezhañ “selaou gant an trede skouarn”. Kement-mañ a c’houlenn en defe an elfenner e-unan elfennet e luskedoù diemouez.