| GERIADUR AR GIMIEZH - DICTIONNAIRE DE CHIMIE |
|
There are no translations available. Diazezet eo Geriadur ar Gimiezh war al labourioù renet abaoe ouzhpenn un hanter gantved : – kentelioù Strollad an Deskadurezh Eil Derez (S.A.D.E.D.) etre 1962 ha 1974, – pennadoù ’zo embannet war ar steudad Lavar (1969-2008), – ar studiennoù deuet e gouloù war ar gelaouenn etrevroadel ΣKIANT etre 1996 ha 1999, – Geriadur ar Vezekniezh, war ar stern abaoe 1950 hag o tont er�maez dre levrennoù abaoe 2007. Heuliet eo bet patrom Geriadur ar Jedoniezh ha Geriadur ar Fizik, eleze ne vez ket roet despizadur an termenoù : dav oa talañ da gentañ penn ouzh an ezhommoù mallusañ. Koulskoude ez eus degaset skouerioù er rann Brezhoneg-Galleg da ziskouez an hanc’herioù en o c’hemperzh. Evel m’emañ, Geriadur ar Gimiezh a ginnig peadra da vastañ da ezhommoù o vont adalek al live izelañ betek ar Skol veur hag ar skolioù ijinourion. brezhoneg – galleg galleg – brezhoneg Yann-Baol AN NOALLEG al levr 110 p., 15,5 X 22 cm, 11 € I.S.B.N. : 978-2-901383-69-7 |