• Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
  • Al levr : 2002 - 4, 280 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-55-6
  • Priz : 21,34 €

Gant an oberenn-mañ e kendalc’homp embannidigezh dornlevrioù an Eil Derez. Aozet eo Jedoniezh 5ved evel Jedoniezh 6ved, gant gervaoù divyezhek en dibenn.

Setu enta trizek kentel frammet klasel, pep hini oc’h echuiñ gant kudennoù diskoulmet ha poelladennoù da ober.

Dalc’het hon eus da rikted an termenoù o tec’heriañ ar meizadoù jedoniel ha se dre zamantiñ da sklaerded ha da resisted ar yezh evel ma tere a du ‘rall ouzh hon diskiblezh. E gwir, an avel a c’hwezh a-du. Ha re hardizh e ve tennañ splet eus yaouankiz nevez ar brezhoneg, eus ul liantiz dianav da galz yezhoù, eus ur c’hondoniad derveur a loazioù digorvo ?

Evel el levrioù Jedoniezh kent ez eus gervaoù brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg o klokaat Jedoniezh Pempved, rak hent zo d’ober c’hoazh evit ma ve diazezet da vat an deskadurezh ha, da gentañ penn, ar c’helennerezh dre ar brezhoneg.