• Fiñveier – Video
  • Aozer : Pascal Le MOAL, Guy ETIENNE
  • Al levr : 2000 - 4, 360 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 2-901 383-40-8
  • Priz : 22,10 €

E teir yezh : galleg, saozneg, brezhoneg

Savet eo bet Geriadur ar Mediaoù evel un astenn brezhonek da levr Pascal Le Moal, Lexique Cinéma-Vidéo. Skoazellet eo bet aozer ar rann vrezhonek gant Alan Ar Berr, dremmour ha saoznegour, evit an arvezioù arzel ha kalvezel, gant Yann-Baol An Noalleg, jedoniour ha fizikour, evit an arvez skiantel. Pascal Le Moal, penngameraour a vicher, en deus kemeret ar boan da skridaozañ pennadoù berr sklaerius evit despizañ an termenoù arbennikañ.

D’ober ar geriadur-mañ ez a 8 000 termen en teir yezh o tennañ da holl galvezerezhioù ar film hag ar video. Klokaet eo gant ur menegva brezhonek hag ur menegva saoznek.