• Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
  • Al levr : 2008 - 4, 106 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-91383-69-7
  • Priz : 11 €

E div yezh : brezhoneg – galleg ha galleg – brezhoneg

Diazezet eo Geriadur ar Gimiezh war al labourioù renet abaoe ouzhpenn un hanter gantved :

  • kentelioù Strollad an Deskadurezh Eil Derez (S.A.D.E.D.) etre 1962 ha 1974,
  • pennadoù ’zo embannet war ar steudad Lavar (1969-2008),
  • ar studiennoù deuet e gouloù war ar gelaouenn etrevroadel ΣKIANT etre 1996 ha 1999,
  • Geriadur ar Vezekniezh, war ar stern abaoe 1950 hag o tont er‑maez dre levrennoù abaoe 2007.

Heuliet eo bet patrom Geriadur ar Jedoniezh ha Geriadur ar Fizik, eleze ne vez ket roet despizadur an termenoù : dav oa talañ da gentañ penn ouzh an ezhommoù mallusañ. Koulskoude ez eus degaset skouerioù er rann Brezhoneg-Galleg da ziskouez an hanc’herioù en o c’hemperzh.

Evel m’emañ, Geriadur ar Gimiezh a ginnig peadra da vastañ da ezhommoù o vont adalek al live izelañ betek ar Skol veur hag ar skolioù ijinourion.