• Aozer : William Hope HODGSON
  • Al levr : 2012 – 4, 72 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-901383-76-5
  • Priz : 10 €

Brezhoneg gant Ronan An Deroff

Rakskrid gant Peter Tremayne

Livadurioù gant Jennifer Day

Dibaot a skrivagner zo ampart da reiñ buhez d’ar mor en e skridoù. Hep arvar ez eo ar mor al loadur kreñvañ a oufed da gaout evit un istor, unan dreist holl dindan sin ar marzh hag an ankoù.

Evit ar pobloù keltiek evel ar Vrezhoned, o chom en arvorioù tasmantet, war aodoù turmudek an Atlantel argollus, en deus ar mor amparet a‑viskoazh ur bed skoachet ha gourdrouzus, war gemm dalc’hmat e imorioù hag e zremmoù. N’eus ket par d’ar mor a‑douez holl weledvaoù an natur evit diaezañ ha mantrañ speredoù ar baotred hag ar merc’hed.

E-touez ar c’hevellennoù dastumet e Men of the Deep Waters emañ “The Sea-Horses”, “Ar Morgezeg”, kinniget amañ. Ur wech c’hoazh emeur e domani ar morvaoù gwallhentet anavezet ervat gant al lenner breizhat. Ur paotrig, Nebby, en deus ur marc’hig koad, neuz ur morvarc’h dezhañ. Lavaret ’vez eo unan “gwir”, ha goulenn a ra ouzh e dad kozh, Zacchy, penaos eo bet tapet. Ar morgezeg a gas d’o marv ar vugaligoù pignet war o c’hein, betek isfontoù ar meurvor ma “c’hell ar baotred vihan marc’hegezh morgezeg da virviken”.