Geriadur ar gorfadurezh

  • Aozer : Guy ETIENNE
  • Al levr : 1999 - 2, 244 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-36-X
  • Priz : 17,53 €

Hervez an destladur etrevroadel P. N. A.

E teir yezh : galleg, latin, brezhoneg

Eil embannadur reizhet

« Amañ e kinnigan ur geriadur klok a Gorfadurezh. Pep talvoud a c’hallor dinac’h outañ a hent all, hennezh da nebeutañ a chomo dezhañ : klok eo. Ur skiant eilurzh eo emichañs an Anatomiezh ha n’eo ket a dermenoù korfadurezh en deus ar brezhoneg ar muiañ ezhomm hiziv. Respont a rin n’eo ket dre zilenn a galon e’m eus kemeret ar gevrenn-mañ eus ar Ouezoniezh.

Eeunoc’h an traoù : evel pep studier war ar Vezekniezh e’m eus ranket, e-doug daou vloavezh, peurzeskiñ korfadurezh an den ha n’eus ket fellet din lezel seurt deskamant da vont da goll evit ar brezhoneg.... Lavarout a zlean ivez edo prientet eus ar c’hentañ an dachenn war-lec’h geriadurourion evel Gregor a Rostrenen, Ar Gonideg, Ernault, Vallée, Roparz Hemon : ne oa nemet mont gant an hentoù o doa treset. » (Arroud eus Raklavar an embannadur kentañ, 1960)

An eil lodenn a c’hoarvez eus daou alc’houez : latin-brezhoneg ha brezhoneg-latin.