Geriadur ar stlenneg

  • Aozer : Guy ETIENNE
  • Al levr : 1995 ‑ 4, 544 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-14-9
  • Priz : 27,44 €

E teir yezh : galleg, saozneg, brezhoneg

Kentañ ha klokañ geriadur ar stlenneg eo. Kavet vo ennañ 8 000 termen nevez. Frouezh eo d'an imbourc’hioù renet ken abred ha 1962 gant bodadoù labour SADED, Emsav, KIS war an diskiblezhioù arnevez (Mezoniezh hag Aljebr Boole, Aregoniezh hag Aregoù alvezel, Elektronik, Darvanelezh, h.a. Korf ar Geriadur a c’hoarvez a zaou rumm melladoù.

Melladoù displegañ, enno :

  • a – un enmoned, ouzh e ober an termen gallek rollurzhier, an termen kevatal saoznek, an termen kevatal brezhonek ;
  • b – ur pennad brezhoneg a-zivout an termen enmoned.

Melladoù graet gant arroudoù tennet eus melladoù displegañ en o furm c’hallek ha brezhonek ; d’ho heul, titl gallek ar mellad orin ha diouzh ret un arroud saoznek.

Klokaet eo gant ur gerva brezhonek hag ur gerva saoznek.