|

2000, 552p,
15,8 x 21,7 cm
ISBN 2-901 383-38-6
|
|
JEDONIEZH II
Stadegouriezh,
Tebegouriezh
gant gervaoù divyezhek
: brezhoneg, galleg
|
Hep ket a var ez eo diorreidigezh ar Stadegouriezh
ha Riñverezh an tebegoù unan eus dezverkoù hon amzervezh. O c'havout
a reer e pep lec'h, en amaezhiañ Stad, en ardeiñ kevredadoù, en imbourc'h
skiantel, en armerzh koulz hag er politikerezh, evel ar sontadurioù
da vare an dilennadegoù da skouer. Deuet eo ar Stadegouriezh da vezañ
un elfenn a bouez eus gouiziadur hollek hon amzer. Gant lammgresk
ar c'halvezhderioù e domanioù evel ar Vevoniezh volekulel, ar Vezekniezh,
an Derc'hanouriezh, h.a. ez eo splann o devez ar Stadegouriezh hag
an Debegouriezh ur roll bras ouzh bras. Kel a vez mui ouzh mui ag
andiended ha ned eo ket mui ar Skiant bali veur an araokaat o c'hrataat
dimp antronozioù baradozek. Dav engwerc'hañ an dargouezh en ur gounañ
atav emañ ar glaoustre e diazez pep embregadenn . Mard eo bet lusket
an Debegouriezh en derou diwar gudennoù o tennañ d'ar c'hoari ez eo
deuet ar Stadegouriezh evel ar Jedoniezh dre vras a du'rall, da vezañ
un araez galloud etre daouarn ar Stadoù hag an damanioù all.
Aketus eo bet an aozer da spisaat gant rikted pep termen ha da bourchas
d'ar studier binvioù an dezevout jedoniel. E meur a zoare ez eo al
levr dreist d'an darn vuiañ eus an dornlevrioù keñverek e galleg,
saozneg pe alamaneg, kement-se dre gorvoiñ barregezhioù ar brezhoneg
evel yezh ar preder resis. Evit pep chabistr e vez kinniget poelladennoù
d'ober. Evel JEDONIEZH I ez eo klokaet JEDONIEZH II
gant gervaoù divyezhek : brezhoneg - galleg ha galleg - brezhoneg.
1 500 ger a ya d'ober ar gervaou-se. |
|