|

2001, 520 p,
15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-54-8
|
|
LAVAR
14
|
LAVAR
a gendalc'h da embann disoc'h an imbourc'hioù amkanet da astenn
an hanc'herieg. Un darn eus an notennoù zo anezho danevelloù
ar c'henlabour en dro da zanvezioù ken liesseurt ha skiantoù
an alvez hag ar beved, ar c'halvezerezhioù, ar verdeadurezh,
al lennegouriezh, an arz, ar c'hramadeg, ar vredoniezh, an istor,
al louzawouriezh pe ar vuhez pemdeziek.
Pergont dre gant eus ar pajennoù zo dindan studiennoù
a brederouriezh. Tro ha tro e pleder gant dezevourion Europa (Hegel,
Husserl, Heidegger, Kearney) ha gant prederourion japanat an 20t kantved
(Nishida, Tanabe). Ar re-mañ, hogos dianav en Europa evito
da vezañ loc'het dre eilsammañ meizadoù ar preder
alaman, a zigor dirazomp dremmwelioù a c'hoanag pell bras diouzh
an hentoù dall ma chag speredegezh Kornog. Mouezhioù
int o tregerniñ dreist dismantroù un impalaerouriezh
nad eo ket estren dimp. Nes emaint, ur souezh, d'ar mouezhioù
a sav a-vesk an tousmac'h kempred, ez eo yaouankiz nevez ar brezhoneg
unan anezho etre kalz re all.
Evel en niverennoù kent e lenner e LAVAR 14 lizheroù
eskemmet a-zivout darvoudoù ar mare hag an obererion anezho,
en o zouez danvez dezrannoù eus amplegadoù istorel ha
politikel kelennerezh ar brezhoneg hiziv.
Gouestlet ez eus un eikont pajennad c'hoazh d'ur Gerva Prederouriezh,
enno an termenoù arbennik arveret e LAVAR 13 hag e LAVAR 14.
Evel ma 'z eo bet displeget, e talvezo ar Gervaoù-mañ
da ziazezañ chanter ur geriadur ar brederouriezh. |
|