|

2001, 304p,
15,8 x 21,7 cm
ISBN 2-901 383-53-X
|
|
JEDONIEZH C'HWEC'HVED
|
Setu daouzek
kentel frammet klasel, pep hini oc'h echuiñ gant kudennoù
diskoulmet ha poelladennoù da ober.
Hon preder ouzh o sevel zo bet dougen ar skolidi d'an imbourc'h ha
d'an imbroud, dre o gourdonañ da gentañ war embreg ar
jederez pe an urzhiataer hep gwallegañ evit kelo ar jediñ
anskriv. E kentelioù 'zo hon eus ebarzhet krefen o vont pelloc'h
eget ar rekizoù boas, d'ar c'helenner d'o arverañ diouzh
ma vo tu. Heñvel dra, en darn IMBOURC'H eus ar poelladennoù
e kavo an deskarded peadra da lakaat o ijin da labourat war-benn piaouekaat
tamm ha tamm ar poellata dezreat ha ren un obererezh jedoniel leun,
etre traoù all emvataat eus o fazioù : e-lec'h bezañ
seizet ganto, kavout enno ur broud d'an araokaat. En amkan-se hon
eus kinniget un toullad mat a boelladennoù a bep seurt, o c'houzout
ervat e c'hallo ar c'helenner kavout reoù all el lizheradur.
Pezh a laz, hervezomp, eo an diskoulmañ poelladennoù,
an diluziañ plegennoù en un diarsell skiantel a youl
gaer.
Dalc'het hon eus da rikted an termenoù o tec'heriañ
ar meizadoù jedoniel ha se dre zamantiñ da sklaerded
ha da resisted ar yezh evel ma tere a du 'rall ouzh hon diskiblezh.
E gwir, an avel a c'hwezh a-du. Ha re hardizh e ve tennañ splet
eus yaouankiz nevez ar brezhoneg, eus ul liantiz dianav da galz yezhoù,
eus ur c'hondoniad derveur a loazioù digorvo ? |
|