|

2000, 544 p,
15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-41-6
|
|
LAVAR
13
|
Testennoù
LAVAR 13 zo evit un drederenn anezho danevelloù ar bodad a brientas
Geriadur ar Mediaoù. Gouestlet eo ar pep all d'ar brederouriezh
ha da imbourc'hioù ken liesseurt hag ar politikerezh e Sina, ar jedoniezh,
ar c'heriadurezh, an hiloniezh, ar bouedvirerezh... LAVAR 13 a gaver
ennañ ivez an eskemmoù en dro d'al levr emeur o prientiñ war
ar mor hag ar bageal. Da notañ ivez derou ur rummad notennoù gramadegel.
Unan eus chanterioù Preder eo Geriadur
ar brederouriezh. Abaoe 26 kantved emeur o prederouriañ ha gwall
nebeut eus oberoù ar brederourion zo deuet betek ennomp en hon yezh.
Koulskoude ne oufed sevel ar geriadur diawelet nemet diwar destennoù
brezhonek. Un hent n'eus ken : da gentañ reiñ digor d'ar brederourion
e rezh troidigezhioù hag addisplegoù - pezh a ra Preder abaoe
42 vloaz ; d'an eil, dastum gervaoù diwar frouezh al lankad kentañ
- pezh en deus LAVAR staget d'ober warlene dre embann "Gerva Prederouriezh
Lavar 12" ; un trede lankad a vo pleuskañ danvez krai ar gervaoù ur
wech m'o devo graet tro ar brederourion bennañ ha tennañ diouto ur
geriadur.
El levrenn-mañ e kaver an eikont pajennad eus
"Gerva Prederouriezh Lavar 11". Da c'hortoz ma vint bodet a-gevret
gant ur vostad gervaoù all e-barzh chanter ar geriadur, e vo ar gerva-mañ
ha LAVAR 12 talvoudus, hon eus spi, evit mont aesoc'h ha donoc'h en
notennoù prederouriezh a zo bet hag a vo embannet. |
|