|

1999, 528 p,
15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-39-4
|
|
LAVAR
12
|
E
LAVAR 12 ez eus bodet notennoù en-dro d'an imbourc'hioù renet er mare-mañ
war ar jedoniezh hag ar jederezh, war skiantoù an alvez hag ar beved,
war ar c'halvezerezhioù, war ziskiblezhioù ar vuhez, ar gevredadelezh,
an istor ha war ar brederouriezh.
Daou gammed nevez a verker e LAVAR 12 : an eil o
tennañ d'ar brederouriezh, egile d'ar gedvuhez.
Kammed kentañ, embannadur ur gerva prederouriezh
a 110 pajenn, ouzh e ober un alc'houez brezhonek-gallek(-alamanek-saoznek)
dezhañ 3 000 enmoned hag un alc'houez gallek-brezhonek gant 4 000
enmoned. Ouzhpenn an termenoù a brederouriezh ent strizh ez eus ennañ
termenoù yezhoniezh, yezhouriezh, jedoniezh hag ivez geriennoù pemdeziek
a c'hell ar prederour kaout ezhomm anezho.
Ar c'hammed all zo graet war dachenn an damkaniezh.
Kel zo da reiñ d'ar brezhoneg un dezvad kefridiel. Pe vrezhoneg avat
en devo an dezvad ? An dilerc'hioù teodyezh aet pell 'zo e-maez ar
gedvuhez ? Sabir ar mediaoù hag ar skolioù ? Nevezteodyezh an emsaverion
? Mar rankje ur gevredigezh bevañ e hini pe hini eus ar brezhonegoù-se
e vije ur giladenn drastus eus ar spered. Ramzel e chom an islonk
a ranko ar brezhoneg treuziñ da vezañ ur wir yezh. N'eo ket an islonk
eo hon spont, met an dic'houzvez anezhañ eo ar vrezhonegerion. D'un
den yaouank mennet da labourat a oa oc'h anzav ar spont-se end-eeun
e skrive unan ac'hanomp : "Ned in ket ken pell ha Churchill a bromete
" gwad ha daeroù " da Vreizhveuriz e 1940, met ne dremeni ket hebiou
d'an dekmiliadoù eurvezhioù trevell a 'z kortoz mar dalc'hez gant
da erv." |
|