|

1998, 510 p,
15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-33-5
|
|
LAVAR
11
|
| En
unnekvet niverenn LAVAR emañ tost da vat an hevelep durc'hadurioù
hag en dekvet. Yann-Baol AN NOALLEG a gendalc'h da gevrikaat lavar
ar Jedoniezh. Gab CHEREL hag Alan E. AR BERR a zegas war chanter ar
gersaverezh kudennoù kalvezel eus yezh ar verdeadurezh. Roger LE NESTOUR,
abaoe bloavezhioù o pleustriñ war istor an Trede Republik, a zegas
dirak ar geneiled krefen liesseurt o tennañ d'an Armerzh ha d'ar Politikerezh.
Ar bodad a zo o prientiñ eil embannadur Geriadur An Here, Martial
MÉNARD hag lwan KADORED pergen, a c'houlenn ali imbourc'herion LAVAR
war boentoù 'zo eus ar ouezoniezh hag ar c'halvezerezhioù arnevez.
Goulven PENNAOD a laka e ouiziegezh vras hag e spiswel a yezhoniour
en arempred e gevelerion. Guy ÉTIENNE a zalc'h gant mennad orin Preder
a zo rein lañs d'ar Brederouriezh e brezhoneg : savelañ lavar diazez
an diskiblezh ha reiñ digor d'an dezevout kempredel. Reun AN HIR,
o kenderc'hel al labour boulc'het gant SADED, zo gantañ war ar stern
un hanc'herieg Douaroniezh, Istor, Armerzh evit ar skolioù. Yann-Ber
QUIRION a bled da zespizañ savlec'h ar c'hontadennoù er bed arnevez.
Jakez COSQUER zo damantet da gas labourioù war ar Jederezh. |
|