|

1997, 518 p,
15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-20-3
|
|
LAVAR
10
|
Kavet
e vo e LAVAR 10 imbourc'hioù hiniennel, eskemmoù, danevelloù labour
strolloù. Ledan eo bepred skalfad an danvezioù ergerzhet : Armerzh
ha Kevredadelezh, Gwir ha Politikerezh, Lennegezh, Gramadeg, Semiotik
ha Yezhoniezh, Fizik, Stlenneg ha Kalvezerezh greantel, Bevoniezh
ha Mezekniezh, Bredoniezh ha Diougonerezh. An div dachenn pleustretañ
eo ar Jedoniezh hag ar Brederouriezh.
Pergont vloaz zo ez embanne PREDER bezañ
ur gelaouenn a brederouriezh, met bihan eo chomet betek-henn al lodenn-se.
Petra d'ober endra na oa ket ar brezhoneg evit perzhiañ er vuhez kempredel
nag ar vuhez vrezhonek evit genel ur gefredelezh vrezhonek nag ar
gefredelezh evit donaat betek ma tellezfe an anv a brederouriezh ?
- endra veze ar braz eus dalc'hiaded ar yezh dastumet e kluboù erezus
ouzh kement oa kefredel ha kempredel, c'hoantaus hepken da gomz ha
da soñjal evel kouerion an XIXt kantved ? Antebek oa zoken,
pa seller mat, e teuje dezevourion da dresañ o erv e hevelep gouelec'h.
Deuet int koulskoude ha mard eus roudoù prizius en tamm douar-mañ
ez eo o re : keit ma vo sevenet ur striv kefredel en hon yezh ez anavezo
e zerou en o labour. Anv zo amañ eus Frañsez VALLÉE, a lakaas war
ar stern hanc'herieg ar preder, eus Maodez GLANNDOUR a skrivas an
testennoù kentañ a brederouriezh e brezhoneg an XXt kantved. Eus Roparz
HEMON dreist-holl, ar c'henderc'her brezhonek kentañ o tamkanañ e
obererezh.
Test omp bet d'ur burzhud,
boutinat burzhud en istor evit gwir : evel ur viruz o kouezhañ den
ne oar a belec'h e-barzh damgelan ar brezhoneg, oc'h ober d'ur preder
dinodiñ ha war un dro d'ar brezhoneg dasorc'hiñ. Hetiñ ne c'hellomp
ken ma ve burzhudoù eus ar seurt adarre evit mad ar preder ha berzh
ar brezhoneg. Ar preder eo avat an talvoud gwir ha dioutañ, evel diouzh
pep oberenn diles savet en ur yezh ha treuzskuilhadus d'ar bed, e
tenn ar brezhoneg e gantreizh, n'eo ket ar gin. |
|