|

1991, 534 p,
15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-06-8
|
|
LAVAR
08
|
Oc'h ober lodenn
gentañ al levr-mañ emañ kendalc'h (KIS-200 da KIS-346) an notennoù
embannet dindan an talbenn LAVAR abaoe 1966.
Aozer-stroll ar steudad eo ar Greizenn imbourc'h sturyezhouriezh
(KIS) anvad dalc'het digemm daoust ma reer kentoc'h hiziv gant
yezhouriezh, ha daoust ma n'eo KIS nag ur greizenn en egor, nag ur
greizenn frammet; bez' ez eus anezhi ur rouedad imbourc'herion war
bep a dachenn, a c'hoarvez dezho kenlabourat pa gavont spletus e ober.
E lec'h all evit gwir emañ kreizet : o kemer da sol nemetañ he labour
labour diorreerion ar brezhoneg, ar yezhadur o deus skoueriekaet,
ar skrivadur o deus stabilaet, an durc'hadur o deus roet d'ar gerlunierezh;
ha da bal ober eus ar brezhoneg ur wir yezh, korf d'al lavar boutin
etre an holl yezhoù bev war ar blanedenn. Evel ma troc'has krenn Gwalarn
diouzh geun ar skridoù proviñsek evit krouiñ ul lennegezh wir, hollveziadek,
salv a lec'hiegezh, he deus KIS laosket a-dreñv dezhi an islonk bepred
o tonaat etre talbenn al lavar bev ha pilhaouerion ar brezhoneg. Netra
azonusoc'h d'an troc'h nevez-mañ eget tavantegezh ar yezhouriezhoù
chomet war ar ribl all, ha pa ve houmañ a gred fardañ gant drailhoù
teodyezh soubet er pentur etrevroadel ur parlant plom mougus d'ar
gefredelezh, pe hounnezh a intent goro gerioù ar vuhez a vremañ eus
tezhioù hesk ar yezh lennegel.
An eil lodenn eo ar c'henskriverezh etre Roparz Hemon ha Guy ÉTIENNE
(1957-1977) - ac'hoel al lizheroù a denne d'ar yezh. Priziet al lenner
emzalc'h kemplezh, arliviaouek, bepred digor ar patrom kozh dirak
keflusk an danvez yezhourion a ginnige lakaat brall er mogerioù, kemeret
kentel ivez, rak n'eo ket bemdez e tibab ur c'hefredour diles ar brezhoneg
d'e yezh.
Klokaet eo LAVAR 08 gant gervaoù alamanek, armeniek brezhonek, esperantek,
etrevroadel, gallek, gresianek, hebraek, hengeltiek, henindiek, indezeuropek,
italianek, iwerzhonek, kembraek, kernevek, latin, rusiek, saoznek,
siriek ha spagnolek. |
|