Goulven PENNAOD


1979, 176 p, 15,7x 22cm
ISBN 2-901 383-51-3
 

    DORNLEVR KRENNVREZHONEG
 
Klokañ levr gouestlet d'ar c'hrennvrezhoneg eo. Diazezet eo an Dornlevr Krennvrezhoneg war al labourioù sevenet abaoe dibenn an XIXt kantved a-zivout yezh ha lennegezh ar c'hrennvrezhoneg. Unnek chabistr a ya d'ober an dornlevr; gouestlet int d'ar mouezhiadoù, d'ar c'hemmadurioù derou ger, d'ar ger mell, d'ar pennanv, d'an adanv, d'an niveroù, d'ar raganvioù, d'ar skorelloù, d'ar verb, d'an adverboù, d'an araogennoù, stagelloù ha d'ar werzaouriezh. Kavet e vo evit pep chabistr ur fonnder a skouerioù. Un treuzskrivadur skoueriekaet eus ar c'hrennvrezhoneg int, aozet evit bezañ d'an tostañ ouzh hon doare skrivañ a vremañ, met ho terc'hel, bewech ma vez ret, spisverkoù ar mouezhiaderezh krennvrezhoneg. Talvoudus eo al levr da neb a fell dezhañ klokaat e anaoudegezh eus ar brezhoneg.
URZHIAD
PRIZ :
8,23 €
54 F