|

1997, 160p,
15,7 x 22 cm
ISBN 2-901 383-22-X
|
|
KEMBRAEG
EVIT AR VREZHONED
|
Prizius
dreist eo deskiñ kembraeg dre ma'z eo, a-unan gant ar c'herneveg,
ar yezh tostañ d'hon hini. Kenorin int o zeier, bet disrannet un unnek
kantved 'zo, pezh ned eo ket ur prantad hir en istor ar yezhoù. He
deskiñ neuze a daol gouleier skedus war framm hon yezh e kement ma'z
eus etreze elfennoù boutin, anat, hogen er feur m'o deus dibabet hentoù
diforc'h ha pellaet an eil diouzh eben.
Ur perzh espar en deus al levr-mañ : savet eo bet
diouzh savboent ar vrezhonegerion ha neket, evel ma c'hoarvez peurliesañ,
hervez hentenn an dornlevrioù deskiñ embannet e Kembre - ha troet
pe adaozet e brezhoneg - an holl anezho o vukañ ouzh saoznegerion
Evel-mañ e c'hallfer hiviziken keñveriañ pazenn ha pazenn heñvelderioù
ha disheñvelderioù hon div yezh ha kompren ervat ar framm don anezho,
eleze a-benn an diwezh anaout gwell hon yezh-ni.
Ret eo ober anv ivez eus an diuz graet gant an aozer
: ned eo ket ar c'hembraeg " skolek ", hini ar Bibl, marv abaoe tri
c'hantvloaziad da nebeutañ daoust m'en kentelier atav, hogen ar yezh
a vremañ evel m'he arverer bemdez e-touez an dud " desavet mat " (ha
pell enta diouzh luc'haj kreolsaoznek ar yezherion dizesk : e bro
ebet, nemet e Breizh ve, ne gemerer da bennskouer dizesketañ tud ar
vro!). Stumm arnevez ar yezh eo a zifraost e hent ken er skinwel hag
er skingomz, ken el lennegezh hag er c'hazetennerezh. Ur wech studiet
al levr ganeoc'h e viot gouest da vont pelloc'h hep diaester ebet,
rak ur gelennadurezh yac'h ho po sunet. |
|